Kastell Bleaz

Ar c'hastell gwelet eus ar porzh diabarzh

Kastell Bleaz zo ur c'hastell e Bleaz, e-kreiz Bro-C'hall. Unan eus annezioù rouaned Bro-C'hall e oa da vare an Azginivelezh.

Meur a stil disheñvel a gaver er savadur, savet adalek ar Grennamzer betek ar XIIvet kantved. Ar c'hastell kozh a voe adkempennet gant ar roue Loeiz XII, a dremenas kalz eus e amzer ennañ, ha gant Frañsez Iañ war e lerc'h. Er XIIvet kantved e voe graet labourioù c'hoazh, gant an tisavour François Mansard, evit an aotrou Gaston d'Orléans, breur Loeiz XIII.

Anna Breizh, pried Loeiz XII a vevas darn eus he buhez er c'hastell ha mervel a reas ennañ d'an 9 a viz Genver 1514.


Developed by StudentB